Brezel etre Japan ha Rusia

Brezel etre Bro-Japan ha Rusia

Adal an nec'h : ar Morreder rusian Pallada e Porzh Arzhur,
troadegiezh Bro-Japan o treuziñ ar stêr Yalu
Marc'hegiezh Rusia e Moukden,
Morreder rusian Varyag ha kanolierez Korietz
e Bae Chemulpo
Maread 8 a viz C'hwevrer 1904 - 5 a viz Gwengolo 1905

(1 bloaz, 6 miz ha 4 sizhun)

Lec'h Europa ar reter
Disoc'h Koll strategiel ha brud gant Impalaeriezh Rusia.
Galloud Japan ha plas an impalaeriezh
er bed a gresk.
Emgannerien
Impalaeriezh Japan Impalaeriezh Rusia
Pennoù-brezel
Impalaer Meiji
Katsura Taro
Ōyama Iwao
Kodama Gentarō
Nogi Maresuke
Kuroki Tamemoto
Oku Yasukata
Itō Sukeyuki
Tōgō Heihachirō
Nikolaz II
Aleksey Kuropatkin
Anatoly Stessel
Oskar Gripenberg
Yevgeni Alekseyev
Stepan Makarov 
Wilgelm Vitgeft 
Robert Viren
Zinovy Rozhestvensky
Niver a emgannerien
Etre 300 000 ha
500 000 soudard
Etre 500 000 hag
1 milion soudard
Kolloù
47 152–47 400 lazhet
11 424–11 500 marvet
eus o gloazioù
21 802–27 200 marvet
diwar gleñvedoù
34 000–52 623 lazhet
pe marvet eus o gloazioù,
9 300–18 830 marvet
diwar gleñvedoù,
146 032 den gloazet,
74 369 den prizoniet

Ar Brezel etre Japan ha Rusia (8 a viz C'hwevrer 19045 a viz Gwengolo 1905) a oa bet ur brezel etre Impalaeriezh Rusia hag Impalaeriezh Japan. Diaz ar brezel a oa an enebiezh impalaeriel evit perc'henniñ tiriadoù Manchouria ha Korea. Darn eus an emgannoù a oa bet dalc'het e ledenez Liaodong ha Mukden e su Manchouria hag er morioù tro-dro Korea, Japan hag ar Mor Melen.

Rusia a voe trec'het meur a wech gant Japan met an Tzar Nikolaz II a oa kendrec'het e oa Rusia bezañ trec'h. Gant ar soñj-se e kasas nerzhioù ouzhpenn er stourm. Goustadik e komprenas ne oa ket tu da c'hounez. E seizh gwellañ a reas neuze evit chom hep sinañ un arsav-brezel mezhus. Ar brezel a baouezas goude feur-emglev Portsmouth, dindan evezh ar prezidant eus Stadoù-Unanet Theodore Roosevelt. Trec'h peurglok Impalaeriezh Japan a vamas an dud er bed holl. Kemmañ a reas kempouez an nerzhioù en Azia. Impalaeriezh Japan a oa deuet da vezañ ur galloud bedel.

Lec'hioù an emgannoù e-pad Brezel Rusia Japan

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search